Pont ar Velin

El ma pasen pont ar velin
E kouezhas genin, ha genin, ha genin
E kouezhas genin ma gwerzid lin

E kouezhas genin ma gwerzid lin
Mab ar meliner, ar meliner, ar meliner
Mab ar meliner er serras din

Mab ar meliner er serras din
Hag ur bok genin, ha genin, ha genin
Hag ur bok genin, eñ da c’houlenn

Nag ur bok genin c’hwi n’ho po ket
Kar ma oar ma mamm, ha ma mamm, ha ma mamm
Kar ma oar ma mamm e vin pilet

Kar ma oar ma mamm e vin pilet
Ha ma oar ma zad, ha ma zad, ha ma zad
Ha ma oar ma zad e vin lazhet

La, la, la

 

Extrait chanté par Trouzerion :

Sources : Kan.bzhNozbreizhBuhez